Sofonisba Anguissola

Emboltred, 1554
Emboltred, 1556
Poltred Infantezed Spagn[1], 1570
Tri bugel gant ur c'hi

Sofonisba Anguissola (Cremona, 2 a viz C'hwevrer 1532Palermo, 16 a viz Du 1625) a oa ul livourez italian. Dont a reas da vezañ livourez ofisiel e lez Spagn, un dra ral d'ur vaouez en amzer-hont.

Unan eus livourezed kentañ en istor arz Europa e voe Sofonisba Anguissola, goude ma n'eo ket ken brudet ha re all war he lerc'h, evel an Italianezed Artemisia Gentileschi (1593 – ~1656) ha Rosalba Carriera (16751757) pe ar Suisez Angelica Kaufmann (17411807).

  1. Isabel Clara Eugenia ha Catalina Micaela Aostria, merc'hed Felipe II, roue Spagn

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne